Pep-hini bremañ a rank chom mut
Na c'hoarzh na c'harm
Na trouz, mar plij, pep-hini!
Ne vo ket tizhet an Enez ma venn da bep-hini balbouzat ;
Arabat dihuniñ ar gwrac'hed
Ken kizidik a hun
Da be vad merdeiñ ken pell all
Ma'z eo ret mont d'ar strad ouz genou an aber ?
Sellit
Hag e oa ken glas-se ar gwez en hoc'h huñvre ?
Ha c'hoazh dindan ar man e sourr
Dourioù kuzh
Klevit
Met ne larit mann
Marteze vo ret dilestrañ e donvor
Ha mont war neuiñ
Daveti ;
Marteze vo ret mat neuial
Davet an Enez
En noz :
Ne vo stourm 'met etre hor c'horfoù hag ar mor
Ne vo klevet met tarzh ar mor war an aod
Luskellerzeh, luskellerzeh
Mar plij, mar plij
Arabat dihun ar gwrac'hed !
Ne vo klevet met trouzig hon treid
War an traezh
Ha kri ha skreved
Hag an Enez vo deomp
Marteze